C'hoari kartennoù KORIKÉ
Frais d'expédition calculés à la caisse.
Livraison Mondial Relay (point relais ou locker) : 3 à 4 jours ouvrés
Livraison Mondial Relay Domicile : 5 à 6 jours ouvrés
Livraison Colissimo Domicile sans signature : 2 à 3 jours ouvrés
Frais de port dès 3 € jusqu'à 35 € de commande, dès 1 € au-delà.
Ar c'hoari kartennoù KORIKÉ
KORIKÉ zo ur c'hoari kartennoù evit an holl familh, aes-tre da gompren ha da lakaat e pleustr, hag a c'houlenn evezh, strategiezh ha preder.

Pal ar c'hoari
Evit gounit, e ranker bezañ ar c'hoarier kentañ o sevel ur gaelennad 12 kartenn (4 bann ha 3 renk), en ur adsevel ar pesked gant al livioù mat.
Evit ur bartienn gant 4 c'hoarier, e aliomp ac'hanoc'h da implijout ur gaelennad 9 kartenn evit ma chomfe ar c'hoari ken plijus ha ken aes da c'hoari. Gallout a rit koulskoude mirout ur gaelennad 12 kartenn evit kreskiñ an diaester.
Ma n'eus c'hoarier ebet en deus echuet e gaelennad a-raok ma vefe goullo ar bern tennañ, e konter ar poentoù.
O kregiñ gant 12 poent, e lamker kuit an niver a gartennoù a vank er gaelennad, an niver a gartennoù a chom en dorn, hag ivez poentoù ouzhpenn ma'z eus bet lakaet kartennoù dibar.
Endalc'had ar c'hoari
Bez ez eus 48 kartenn gant pesked livet, 4 c'hartenn gant pesked gris, 1 gartenn eizhvreinek ha 2 gartenn reolennoù.
War bep kartenn ez eus daou lost ha div benn besk, e pevar liv disheñvel. Ne vez morse div wech ar memes liv war ur gartenn.
Gallout a reer c'hoari gant ar c'hartennoù en daou du, en ur dreiñ anezho a-benn-da-benn war o zu dirak.
Ar c'hartennoù dibar
-
Ar viadoù : Gallout a reont kemer lec'h ul lost pe ur penn pesk, forzh pe liv e vefe. Diwallit, ma vez kontet ar poentoù e fin ar bartienn, e lamker 1 poent evit pep vi lakaet er gaelennad.
-
An eizhvreinek : Setu ar gartenn Joker dreist pep tra ! Gallout a reer he lakaat e pep lec'h, hep ober van ouzh al liv na ouzh hanterenn ar pesk stok ouzh he c'hichen. Diwallit, amañ ivez, ma vez kontet ar poentoù e fin ar bartienn, e lamker 4 foent. Ur wech lakaet, ne c'haller ket he dilec'hiañ ken.
-
Ar pesked gris : Gallout a reer o lakaat hep doujañ da liv an hanterenn all stok ouzh o c'hichen, met ret eo doujañ d'ar stumm.
Munudoù ha finesaoù ar c'hoari
-
Dibar eo pep kartenn. Da lavaret eo, ma vank deoc'h ur gartenn gant ur penn pesk ruz, ul lost glas hag ur penn pesk melen, ha ma'z eo ho amezegezh he deus anezhi, e c'hallfe kement-se stankañ ac'hanoc'h.
-
Echuiñ a ra ar c'hoari pa vez goullo ar bern tennañ. Ma n'eus den ebet en deus savet ur gaelennad klok, e c'hall ar re o deus lakaet kartennoù dibar koll poentoù prizius. Gallout a ra bezañ ur strategiezh vat goullonderiñ ar bern tennañ buanoc'h en ur deurel 3 c'hartenn, evit tapout an enebourien o deus implijet re a gartennoù dibar.
-
Gallout a rit tennañ ur gartenn eus ar bern distaolet pa vez bet taolet ur gartenn pe meur a gartenn didalvoud gant un enebour. Gallout a ra kement-se cheñch penn-da-benn ho c'hoari.
-
Ur fazi ho peus graet en ur lakaat ur gartenn er gaelennad ? N'eo ket ur gudenn ! Gallout a rit adaozañ ho kaelennad pa garit. Adaozañ n'eo ket c'hoari.
Pour rappel, la Loi sur le transport de livres (dite Loi Amazon) impose des frais de port a minima de 3€ (si - de 35€ d’achat) et ne peuvent être gratuits.
📦 Livraison Mondial Relay – point relais / locker FRANCE
Délai indicatif : 3 à 4 jours ouvrés
- 3 € pour toute commande inférieure à 35 €
- 1 € pour toute commande supérieure à 35 €
🚚 Livraison Mondial Relay – domicile FRANCE
Délai indicatif : 5 à 6 jours ouvrés
- 4 € pour toute commande inférieure à 35 €
- 2 € pour toute commande supérieure à 35 €
Ce mode de livraison permet une réception à domicile avec le transporteur Mondial Relay.
🚀 Livraison Colissimo – domicile FRANCE
Délai indicatif : 2 à 3 jours ouvrés
- 5,95 € pour toute commande inférieure à 35 €
- 3,95 € pour toute commande entre 35 € et 70 €
- 1 € pour toute commande supérieure à 70 €
Retour produit jusqu'à 14 jours